Heuilhit Kelenn war Facebook !  fb2016Suivez Kelenn sur Facebook !

Marteze e anavezit lod e-touez an dud niverus a fell dezho mestroniañ brezhoneg da-vat e-sell da vont war-zu micherioù liesseurt ar c’helenn? Hag gwir eo e vez enfredet tud nevez bep bloaz gant kement hentenn divyezhek a zo e Breizh. 
Gant ar greizenn stummañ Kelenn e vez aozet bep bloaz ur stummadur hag a zo graet evito : "Mestroniañ brezhoneg evit mont war-zu micherioù ar c’helenn."

Articles

E Kemper, ur stummadur arbennik hag hep e bar

«Mestroniañ brezhoneg evit mont war-zu micherioù ar c’helenn.»

Marteze e anavezit lod e-touez an dud niverus a fell dezho mestroniañ brezhoneg da-vat e-sell da vont war-zu micherioù liesseurt ar c’helenn: kelenner ar skolioù (sklolaer), kelenner eil derez, skoazeller buhez skol (AVS), skoazeller er skol-vamm (ASEM) pe c’hoazh kasour er skolaj pe el lise. Hag gwir eo e vez enfredet tud nevez bep bloaz gant kement hentenn divyezhek a zo e Breizh: an hentenn dre soubidigezh gant Diwan, pe hentennoù par-ouzh-par ar skolioù publik ha prevez.


Gant ar greizenn stummañ Kelenn e vez aozet bep bloaz ur stummadur hag a zo graet evito. Digor eo d’an deraouidi rik pe d’ar re a zo nevez kroget da zeskiñ brezhoneg ha 930 eurvezh stummañ, war-hed 9 miz, a ya d’ e ober. Ma’z eo gouestlet al lodenn vrasañ da zeskiñ brezhoneg dre gomz ha dre skrid ez eus ouzhpenn ur vodulenn hag a roio d’ar stajidi ur brassell war an danvezioù skol pennañ a vez kelennet e brezhoneg evit degas ar c’heriaoueg arbennik stag outo. Evit klokaat ez eus aozet ivez, e-kerzh ar stummadur, meur a sizhunvezh staj evezhiañ er skolioù.

Ur stummadur hep e bar, efedus ha fetis.

Evit mont pelloc’h ganti o do ar stajidi, bep ma teuio aesoc’h-aesañ dezho ober gant ar brezhoneg, da sevel un teuliad studi bihan liammet ouzh ar bedagogiezh, war un danvez hag ul live skol hag a chom diouzh o c’hoant. Difenn o zeuliad o do da ober dirak ur juri.
Ar stajoù evezhiañ a vez graet en holl liveoù, eus ar skol-vamm d’al lise evit m’o do digarez ar stajidi da ober anaoudegezh gant an holl vicherioù stag ouzh ar c’helenn ha da implij ar brezhoneg da yezh labour ha da yezh ar pemdez.
Dre hor stummadur e pleder eta gant ar brezhoneg implijet da yezh kelenn met ivez en holl obererezhioù skoazellañ ar c’helenn, ha zoken tro-dro d’ar c’helenn evel ar buheziñ er skolaj hag el lise.
Taolit evezh ez eo ar stummadur-se, kinniget gant Kelenn abaoe 13 vloaz, an hini nemetañ e-touez an holl stajoù hir da zeskiñ brezhoneg, a zo aozet a-ratozh-kaer evit ar re a fell dezho mont war micherioù ar c’helenn hag ar re-se nemetken.

Kaout skoazelloù:

Dre ar stignadoù «Desk Enseignement» ha «Desk petite enfance», lakaet war-sav gant rannvro Breizh, e c’hall ar stajidi kaout ur yalc’had studi. Ar glaskerien labour a c’hall goulenn ma vo kemeret e karg ul lodenn eus ar frejoù stummañ ha darn anezho o do gwir da vezañ gopret gant ar rannvro e-pad o staj, diouzh reolennoù ar stummadur micher. Digor eo ivez ar stummadur d’ar re a zo barregezhioù micher ganto dija : kelennerien unyezhek c’hoant ganto mont war ar c’helenn divyezhek en dazont, pe ivez skoazellerien (ASEM). Ar re-mañ a c’hall bezañ kemeret o stummadur e karg diouzh doare ur CIF pe ur steuñv stummañ all.
Titouroù gant : Kelenn, 3 straed Vendée, 29000 Kemper Kelenn[@]kelenn.bzh 

Nombreux sont ceux qui veulent acquérir de solides compétences pour bien maitriser la langue bretonne pour pouvoir s’orienter vers les métiers de l’enseignement. Ces métiers recrutent chaque année dans les différents systèmes d’enseignement bilingue. Kelenn propose une formation unique, efficace et concrète, ouverte aux débutants complets : « Maîtriser le Breton comme langue des métiers de l’enseignement »

TOP