Marteze e anavezit lod e-touez an dud niverus a fell dezho mestroniañ brezhoneg da-vat e-sell da vont war-zu micherioù liesseurt ar c’helenn? Hag gwir eo e vez enfredet tud nevez bep bloaz gant kement hentenn divyezhek a zo e Breizh. 
Gant ar greizenn stummañ Kelenn e vez aozet bep bloaz ur stummadur hag a zo graet evito : "Mestroniañ brezhoneg evit mont war-zu micherioù ar c’helenn."

Follenn-brud 2018/2019 amañ

 Mestroniañ brezhoneg war-zu micherioù ar c’helenn 

Ur stummadur evit labourat e brezhoneg gant ar vugale

bullegalleg

eus an 10 a viz Gwengolo 2018 d’an 29 a viz Mae 2019 e KELENN e Kemper

954 eurvezh stummañ

Kinnig a ra KELENN ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj mont etrezek micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg kentañ derez pe eil derez met n’o deus ket al live ret e brezhoneg.

 

Danvez ar stummadur

Modul deskiñ hag en em varrekaat e brezhoneg

Implij pleustrek eus ar yezh komzet ha skrivet.

Modul kizidikaat d’ar c’helenn danvezioù skol e brezhoneg

Studiañ degouezhioù e liamm gant an implij pemdeziek eus ar brezhoneg evel yezh kelenn eus ar skol-vamm d’al lise : barregezh war implij ar yezh, implij dafar kelenn, terminologiezh…

Stajoù evezhiañ

Prantadoù staj e skolioù, skolajoù, lise, a reer un implij pemdeziek eus ar brezhoneg enno.

Kounskrid studi

Sevel un teuliad studi pe un teuliad e liamm gant ar sevel danvez kelenn diwar elfennoù na c’heller ket implij en o stumm orin er c’hlasoù
(enrolladennoù, kontadennoù pobl…).

Dielfennañ ha souten e deuliad dirak ur juri.

 

Enskrivadur

Digor eo ar stummadur d’an dud :

  • krog da zeskiñ brezhoneg,
  • e soñj mont etrezek micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, ATSEM…).

Doareoù enskrivañ

  1. Lizher kinnig ho raktres micherel da gas da Gelenn gant ho CV + ar follenn-titouroù.
  2. Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù e miz Mae-Even.

Skoazelloù

- Ul lodenn eus ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant Kuzul Rannvro Breizh 

- Stajidi ’zo a c’hell bezañ gopret gant ar Rannvro e-pad o stummadur ivez

  • goprad un embregerezh

- ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant an implijer (steuñv stummañ an embregerezh,CIF).

 

Evit gouzout muioc'h:

 

Pellgomzit da g/Kelenn : 02 98 95 55 99 pe skrivit da Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

Nombreux sont ceux qui veulent acquérir de solides compétences pour bien maitriser la langue bretonne pour pouvoir s’orienter vers les métiers de l’enseignement. Ces métiers recrutent chaque année dans les différents systèmes d’enseignement bilingue. Kelenn propose une formation unique, efficace et concrète, ouverte aux débutants complets : « Maîtriser le Breton comme langue des métiers de l’enseignement »

TOP